Pa gomzan a «pouez» pe «galloud» ar sonennoù e faot din komz a rac'h an traoù a vez kavet a-barzh, da lâret eo spered ur bobl (aveit lâret gerioù gros...).
Ar blijadur da lakaat ar gerioù da glotiñ, ar mod da gomz a garantez, ar fent ivez, penaos ’vez groeit goap doh ar r'rall (tud pe micherioù), santimantoù donk a ziàr ar marv, ar beurantez, ar c’heuz, ar yaouankiz, ar fall zimiiñ... Penaos dre ur sonenn e vez moian taol unan pennak d’ar ias pe e koñtrel, meuliñ unan pennak : politikerion zo, ur plac’h skañv, ur Vadam re binvidik, un den sot, ur gwall a waz...
Ha tout ar re istorel (gwir pe dost), pezh vez gwraet gwerzennoù anezhe, ar re zo kozh mat hag a vez kavet er bed a-bezh pe ’gosig, ar «Fond commun Indo-Européen». Lakamp Iannig ar bon garçon, Ar plac’h iferniet (Orphée aux enfers mar plij !), Ar priñs ieùvank…

Pa vec'h ur plac'h yaouank, na bourrapl ’vez bout àr un dro, dre ar sonennoù, kal'-a-vern peseurt dudenn. Sùet ur briñsez àr lein tour ur c'hastell, sùet ur plac'h gwerzhet d'he zud, pe c'hoazh ur vaouez fall dimiet, petramant c'hoazh ur sorserez... Soñj am meus bout bet aon ag “...ar Jaouis azezet e-tal an tan / ha eañ ken du èl un tad-bran / é vutumiñ g'ur bimp argant. Brrrr ! Nag ar paotr deit da vout arajet àrlec'h bout bet dantet g'ur c'hi, hag en devoe tennet kalon e wreg deiz kentañ o eured... Boued aveit an ijin!

Ar pezh ’meus kavet a-bouez-bras g’ar re gozhañ am meus-me gwelet, emañ penaos n’o deus ket james goulennet genin da berak e faote din deskiñ ar sonenneù-mañ. Me ’gav genin emañ pandeogwir e ouient just a-walc’h o «fouez» hag o «galloud». A-zalc'hmat eh eus bet unan aveit soniñ ha unan g’an c’hoant deskiñ, unan ker piket e galon g’ar sonenn èl an all. Hag e vo c’hoazh mod-sen ’pad pell, me ’gav genin!