Atersadenn a-bezh bet gwraet get Patrick Dréan aveit kazetenn divyezhek bro an Alre An Dasson niverenn 78 : Ar c'han e Bro-Gwened.
Penaos 'teus-te bet c'hoant da soniñ a veg, penaos ema paset ar penn kentañ ?
Un dra a-bouez a zo da lâret da gomañs : d'un tu emañ ma zad, bet ganet é Kiberenn, desavet etre Kiberenn, Paris ha kreisteiz bro Frañs ha tost e galon doh bed e dud-kozh – re Kiberenn – da lâret eo ar yezh, an endro, ar musik hag all...
Neuze èl ur bochad tud bet divroet e Paris ’oe ken tra en e benn : donet da Vreizh en-dro ha derc'hel par ma c'helle get hengoun e vro. Deskiñ ar muiañ a-ziarneañ ha deskiñ d'ar re ’rall (kar ma zad en deus kalon ur c'helennour !)
Ha d'an tu ’rall, ma mamm hag he familh : labourizion-douar a Vendon. Neuze tud hag ar vro, breton o yezh komzet bemdez, kanerion en o mesk, hag ar re ne sonent ket ’nezhe a vourre selaou doh ar r'all. Piah a zo a-bouez-bras, kar da betra derc'hel ma ne blij ket da hani ?
Neuze an « dañvez » d'un tu ha d'an all, an c'hoant , staget mat doh kalon ma zad (betak re gwezh-a-vez mes n'hellan ket en tamall re !) dougiñ tout an traoù-sen pell hag ihuel.
Setu neuze kochon Nolùen, èl ma oen bet morañvet gant ma zud, a gleve komz, soniñ, bekal (àrne'hi!), c'hoariñ, farsal, oueliñ, da lâret eo : ar vuhez, e breton. D'ar sadorn ’yen da zañsal e Landaol petramant Pleùegner, Langidig, Baod pe Gregamp lec'h ma yae ma zad da soniñ get Loeiz Ar Bras... Ha me ’gleve sonerion ( g'er beg ) ar vro, an Drouzerion, Paotred Pleùegner, Kanerion ar Bleù, aveit komz ag ar re vrudetañ, ha re ’rall c'hoazh. Eh aen d'ar pardonioù get ma mamm-gozh : Santez Anna, Sant Matelin ha dreist holl, kani Santez Margerit (e Mendon) lec'h ma rae Pépé àr-dro an tenn-boull ha Mémé ha Mamm àr-dro ar c'hafe/katiaù, e-tioh tud ar c'harter. Ha petra ’veze klevet amañ c'hoazh ? Tud é soniñ g'er beg kanennoù e-pad an overenn ha sonennoù doh taol !
Mes ne daolen ket mansion, a mod-sen ’oe dre-mañ, bourrapl e oe ha se' tout !
pajenn 1 > pajenn 2
Goulennoù / Respontoù

Pezh
Geneomp-ni 'vez ket klevet ar « c'h » neuze omp techet da lâret : an c'hoant, un c'hoar...
Nolùen vihan ! Lâret 'vez a-ziar kement kochon loen a vez : kochon ki, kochon kazh, kochon den...
“Bégueter” huchal àr unañ pennak
Lâret 'vez geneomp-ni : « soniñ g'er beg », « kaniñ » 'vez lâret nameit aveit ar c'hantikoù.
E -touez
Deskiñ a raen get Mémé pe Pépé, me zad petramant Mamm traoùigoù : « Hanniah ’deus gwelet ar bleiz, hanniah deus eañ redek, hanniah ’deus eañ tapet... » « bizig bihan, bizig bizeù, bizig koran... », c'hoariigoù g'an dorn. Parland en evned : « ’Yan d'ar lùe , ’yan d'ar lùe, yan d'ar lùe, toull ma rev' ha me... » (deverrus e oe ma oe « revr » a-barzh !) pe c'hoazh « Me az kervo kozh boc'h... »
Sonennigoù : « N'am eus ket ’meit ur blank setu ma holl argant, setu ma holl dañvez, kemeret me kemeret me... », « Un avalig ruz a ouarnan lura... », « Bout a ran ur las arc'hoazh me ’yay d'er c'has... », «A-benn dilun me ’yay d’ar foer...» Ha traoù a lâremp-ni a'rre hep gouiet petra ’venne lâret èl « Toue da doue, lâr ar person d'ar c'hure, ma des ket-te ’yan-me! » Ha mod-sen ’oe moian touiiñ hep bout gourdouzet hag oc'hpenn kement-sen e c'hoarzhe an dud ! Na bourrapl a oe da lâret ! Petramant c'hoazh « Ha bim bañ bañ, e benn er pod, he rev' 'indan... » (revr c'hoazh !)
Mes Nolùen vihan a selaoue ivez doh Chantal Goya, Annie Cordy ha tud a mod-sen, a veze klevet d'an termen-sen. Ha musik ag ar broioù pell digaset d'ar gêr get ma zad. ’Stel Kolinda a vro Hongri (marsen memp e kreden e oe breton, unan a belloc'h!) Pe c'hoazh musik a vro Iwerzhon, pe bro Skoz...
Diwezhatoc'h am boe em lakaet da zeskiñ ar « binioù skos » e Bagad Mendon ha sonet get kani Pluneret. Ha pa ’meus komañset soniñ g'ar beg ’meus arsavet ar binioù...
Get tud ar bagad petramant re ar c'helc'h keltiek, ne veze ket klevet kementsen a sonennoù ken ’meit get ma zad (c'hoazh ur wezh !) petramant get Dominique Le Blay a Bleùegner mes kentoc'h e galleg. Hag ar berton ken ’meit aveit farsal ur wezh an amzer...
A ma, mes, na bout e oen bet desavet er bed-sen, n'o deus ket sailhet an traoù ’n o-unan-kaer a-barzh e mam beg, arriù a zo ur momant emañ bet rekis din labourat...Hag euruzemant e vez an traoù a mod-sen, kar a-hend-arall penaos ’ray ar rummadoù da zunet ?
pajenn 1 < pajenn 2 > pajenn 3

Hennezh
Laez
Memes, zoken
E galleg dija e oen bet desavet. Traouigoù a ouien (èl ur bochad tud a ma oad) ha memp ma oe pasapl a vreton e man diskouarn, ma yezh komzet a oe ar galleg. Neuze ’meus komañset deskiñ breton er skol. Begeg eo alkent gortoz ar skol aveit deskiñ un dra hag a oar rac'h an dud en-dro dah ! Mes bon, a mod-sen e oe ha na diaes chañj yezh g'a dud ur seurt!
Ar-dro ma 15 vlez am eus desket ur sonenn a-bezh get Jorj Bothua a-barzh ur c'harr-boutin é veajiñ e Kinvara (Iwerzhon), gevellet get Mendon (get ma zad e-penn an traoù !). Oeit geti da Gan ar Bobl, kar ma mamm a faote dehi ma vehen bet oeit. Mam breur kozhan Herve a oe dleet dezhañ donet ar blez kent, mes chomet a oe klañv!
Ha kroget an traoù. En un taol, ’gosig ’n ur soniñ emañ deit da vout splann din pouez ha « galloud » ar sonennoù-sen. Me ’gav genin emañ ret bout un tammig kozhikoc'h aveit kompren marsen...
Aveidon-me atav!
A-zal neuze e faote din deskiñ muioc'h a sonennoù, gouiet pelloc'h. Oeit e oen da enrolliñ ma moerebed : Valentine Magadur e Pleùegner ha Léonie Coriton e Mendon. Loeiz Ar Bras hag a oer kement a draoù, serriñ a raen avaloù getañ hag àrlec'h me ’zeske sonennoù ! Pep gwener d'anderv-noz e yaen ivez da repetision re Pleùegner, pas aveit soniñ gete (ne oe ket plac'h ebet en o mesk) nameit aveit selaoù. Ma mamm ma c'hase du-hont hag a zae da ma c'hlac'h àrlec'h.
Ha just e-raok e oen oeit da welet Valentine a oe é chom pas pell ac'hanamañ. Aesoc'h oe monet da welet ar re a anaven, kar ne ouien ket re vat petra na penaos goulenn traoù doc'hte ha me oe yaouankig-flamm c'hoazh, 16 pe 17 vlez ! Enrollet am eus mar a zen a Lapaol ivez pe festoù-noz.
Ha forset mat : Dastum ! Lec’h ma oe moian klevet kanerion am boe klevet komz anezhe mes a oe marv e-raok m'am boe komañset soniñ. Petramant re am boe-me enrollet, mes yaouankoc’h, é soniñ dirak ur barre tud, en ur filaj, lakamp, pe aveit tud é tañsal, ar pezh ’deus ket tamm ebet ar memp tra!
Pa yaen da welet ma moereb, lakamp, ne oe ket nameitin pe mar a wezh ma mamm-gozh àr un dro genamp ha ne veze ket sonet ar memp sonenneù geti ! Dirak ur barre tud e veze traoù skañvoc’h, deverrusoc'h pe e kontrel sonenneù hirroc’h ha ne veze ket reskondet g’er r'rall lakamp, hag a vouezh ihuel neuze. Ne vez ket sonet ar memp sonenneù nag en ur memp mod, da vare ar verenn anderv dirak ’a ni'ez, èl goude bout bet koeniet get kañsorted arsambl genoc’h!
pajenn 2 < pajenn 3 > pajenn 4

Genaoueg
àr un dro em boa groeit anaouidigezh g’ar C’han ha Diskan (ar mod da gas an dañs e Kreiz Breizh dre vras). Plac'hig yaouank ’oen, debret d' an c'hoant soniñ, hag e veajen dre ar vro ; neuze am boe kavet kañsortezed ha kañsorted du-hont, re 20 vlez ha re 80 vlez. Neuze komañset am meus deskiñ ha soniñ an dra-sen ivez. Bourriñ a raen soniñ da zañsal kar da getañ-penn, dre ma oen ma-unan-kaer, me ’sone nameit tonioù d'ar poz (hag a blije din !) mes lakaat an dud da zañsal zo un dra bennak arall ! Gwelet ’vez tre-g’an-hent ma plij d’en dud pe pas. Mont a rant da zañsal pe chom a rant de ev’ ur lomm ! Ar «monet ha donet» etre ar c’haner hag ar re 'zo é selaou zo splannoc’h da glevet. B'a vez ivez pa oc’h é soniñ aveit bout selaouet, mes ’deus ket tre ar memp tra eo naket ... Ha da getañ-penn aveit soniñ da zañsal e ve'er daoù pe div d’ar bihaannañ, c’hoazh un eskemm hag a ra vat !
Neuze ’meus komañset soniñ (’meus ket soñj ken penaos) get Ronan Gueblez (pezh a oe aes a-walc'h kar eañ ’sone Kan ha Diskan ha sonenneù a vro Gwened) ; Sophie Le Hunsec ’devoe pellgomzet din aveit gouiet ma faote din soniñ geti. Ya sur ’walc’h! S'tu c'hoazh unan (Marianna...) aveit soniñ da zañsal hag ur plac’h oc’hpenn-sen, aesoc’h e oe lakaat ar bouezhioù da zasson arsambl a-gaost d’an uhelded hag àr un dro am boe komañset get Annie Ebrel ha neuze Erik Marchand hag ur bochad re arall, kar dre unan e yaez e darempred g’arr'rall.
Setu kalz pe bihan an istoer...
pajenn 3 < pajenn 4

NLB 16/07/13
Goulennoù / Respontoù
kennebeut
Deskiñ soniñ.
deskiñ traoù get ar re gozh, penaos (en ur mod teknik : enrolladennoù pe get an dud, testennoù, penaos derc'hel soñj ag ar pozioù...) ha perak e kavez a-bouez an traoù-se.
Deskiñ traoù d'ar re a zo é teskiñ
gober a rez an dra-se gwezhavez, aes eo, diaes ? An dud a vremañ a zo é teskiñ, penaos ous-te gwelet gete ha dre vras, petra eo o c'hoantoù-int.
Pouez ar c'han dre vras
Ar c'han hag ar brezhoneg (perak e brezhoneg, pesort traoù a zegas dat-te, soniñ e breton dirak lod ha ne gomprenont sort ebet..., ar vugale...) soniñ e brezhoneg : penaos e vez gwelet e Breizh, penaos e vez gwelet get tud a vroioù arall (pand it da vale aze hag ahont), penaos e c'hellez keñveriiñ etre ar c'han e brezhoneg hag e tachadoù arall (okitaneg, euskareg, Kembre... ar re 'teus bet tro da welet pe da gomz gete !)
Krouiñ sonennoù
Gober a rez pe pas ? Perak ? Selaou a rez doc'h traoù nevez krouet get sonerion arall ? Komz a draoù a vremañ er sonennoù ?
Amzer da zonet
Penaos e vo evit ar c'han e brezhoneg er blezadoù da zonet ?

Pa gomzan a «pouez» pe «galloud» ar sonennoù e faot din komz a rac'h an traoù a vez kavet a-barzh, da lâret eo spered ur bobl (aveit lâret gerioù gros...).
Ar blijadur da lakaat ar gerioù da glotiñ, ar mod da gomz a garantez, ar fent ivez, penaos ’vez groeit goap doh ar r'rall (tud pe micherioù), santimantoù donk a ziàr ar marv, ar beurantez, ar c’heuz, ar yaouankiz, ar fall zimiiñ... Penaos dre ur sonenn e vez moian taol unan pennak d’ar ias pe e koñtrel, meuliñ unan pennak : politikerion zo, ur plac’h skañv, ur Vadam re binvidik, un den sot, ur gwall a waz...
Ha tout ar re istorel (gwir pe dost), pezh vez gwraet gwerzennoù anezhe, ar re zo kozh mat hag a vez kavet er bed a-bezh pe ’gosig, ar «Fond commun Indo-Européen». Lakamp Iannig ar bon garçon, Ar plac’h iferniet (Orphée aux enfers mar plij !), Ar priñs ieùvank…
Pa vec'h ur plac'h yaouank, na bourrapl ’vez bout àr un dro, dre ar sonennoù, kal'-a-vern peseurt dudenn. Sùet ur briñsez àr lein tour ur c'hastell, sùet ur plac'h gwerzhet d'he zud, pe c'hoazh ur vaouez fall dimiet, petramant c'hoazh ur sorserez... Soñj am meus bout bet aon ag “...ar Jaouis azezet e-tal an tan / ha eañ ken du èl un tad-bran / é vutumiñ g'ur bimp argant. Brrrr ! Nag ar paotr deit da vout arajet àrlec'h bout bet dantet g'ur c'hi, hag en devoe tennet kalon e wreg deiz kentañ o eured... Boued aveit an ijin!
Ar pezh ’meus kavet a-bouez-bras g’ar re gozhañ am meus-me gwelet, emañ penaos n’o deus ket james goulennet genin da berak e faote din deskiñ ar sonenneù-mañ. Me ’gav genin emañ pandeogwir e ouient just a-walc’h o «fouez» hag o «galloud». A-zalc'hmat eh eus bet unan aveit soniñ ha unan g’an c’hoant deskiñ, unan ker piket e galon g’ar sonenn èl an all. Hag e vo c’hoazh mod-sen ’pad pell, me ’gav genin!

Pe
O enrolliñ a raen get Walkman ma breur hag e selaouen dohte ne ouian ket ped kwezh. Klask a raen kompren ar c’homzoù, o skriv a raen ha pa ne gomprenen ket e c’houlennen get ma mamm pe ma zud kozh pe c’hoazh Loeiz Ar Bras. Kar hep kompren ar pezh a lâren ne oan ket aveit derc'hel soñj. Memp tra get enrolladurioù Dastum. Ha m’o sone par ma c’hellen.
Pa ’meus desket Iannig ar Bon Garçon pe Droug Sant Iehann e oen c’hoazh e lise Santez Anna ! Mont a raen er-maez ag er skol (pa ne oe ket kentelioù !) edan ar Memorial, kar aze e kaven brav an dasson, ha m’o sone !
Ar sonerion am eus desket sonenneù gete ne zisplegent ket kalz a dra a ziàr ar «penaos gober» (ar re gozhañ atav). Int a lâre kentoc’h «N’anavez ket hounnañ? ’Eus ket hi james klevet ? Eh an d’he soniñ dah neuze». Ha int a sone ur bochad sonenneù kar ne ouien-me tra ’bet...
B'e oe re ’rall a oe gourdonoc’h da zispleg penaos gober en arbenn ma oe deit re ’rall d’o gwelet e ma raok. Neuze int a gomze a ziàr ar lusk, an uhelded, ar vouezh (ha mesket ’veze an uhelded hag ar c'hreñvder !) Ar re un tammig yaouankoc’h (a rummad ma zud, lakamp, pe kozhikoc'h) ’devoe o soñj ivez a-ziàr petra ’oe ur vrav a sonenn, ha ne oe ket forzh mat da ma soñj-me...
Desket ’veze kentoc’h : « ’faot ket gober an dra-sen nag an dra-mañ... Mes kentoc’h a mod-sen... Ha ne veze ket klevet tre-g’an-hent an diforc’h etre an daoù feson d’ober !!
Hag b'e oe re ’rall hag o devoe ur soñj splann a-ziàr penaos gober : da lâret eo d'ar liesañ o feson-int!
Klevet am eus lâret ur bochad traoù ha klevet soniñ ar c’hoñtrel !
pajenn 1 < pajenn 2

Gourdonet : kustumet
A-c’houde gwerso e teskan-me ivez d’ar re ’rall. Komañset ’meus er skol-veur kar goulennet a zo bet ganin. Da getañ penn am boe lâret «pas !» kar me ’oe é tiskiñ, kement a draoù em boe da zeskiñ ma-unan, ne welen ket re vat penaos deskiñ d’er ’rall ! Mes dre ma zo bet goulennet ganin ohpenn ur wezh, em eus kousantet a-benn d'ar fin. Ha ’meus ket james bet keuz, kar desket ’vez ur bochad é klah deskiñ d’ar ’rall! Hag e gwirionez me ’vourr-me gober an dra-sen. Klevet, àrlec’h un devezh labour, an dud é son àr un dro, lâret ’ve ur filaj !
Emañ ret lâret ivez penaos emañ bourrapl devezhioù a mod-sen, bez ’vez berped re siriusoc’h aveit ar rall mes dre vras an dud a za da zeskiñ, a vez aze aveit ar blijadur da eskemm o skiant prenet, o bouezhioù, o soñj a-ziàr an dra-mañ hag an dra... Ha nend on ket aze aveit teurel an dud d’er ias, mes aveit o sekour (ha me ’lâr doc'h ’deus ket bet gwraet dalc'hmat a mod-sen aveitin get mar a unan !) Kavet ’vez berped tud aveit poueziñ àr an traoù «fall» ’eit àr ar re vad... «Ar gwall-deodoù dre ar vro ’zo gwashoc’h ’vit ar vosenn, kement lec’h a dremenont int a lak an anken !»
’N’ur ober stajoù a mod-sen a-c’houde 20 vlez ’meus taolet mansion ag un dra : bez zo bet un amzer ha pa zae an dud da zeskiñ e ouient pasabl a draoù a-ziàr ar vusik, gouiet a raent komz berton un tammig mes pas aveit komz bamdez (e’l din un tammig a pa ’meus komañset). Arlec’h zo bet gwelet brezhonegerion a-feson, mar a unan memp g’ar brezhoneg ’eit yezh vamm, tud hag o devoe klevet kaniñ mes n’o devoe ket james desket tamm sonenn ebet 'nezhe. Neuze e taent da «zifariiñ» o istoer un tammig. Ha bermañ ’vez kavet brezhonegerion a gomz mat, bamdez, desket «a-nevez» gete aveit lod anezhe, ha ne ouiant ket ’nezhe nitra (pe dost) a-ziàr ar sonennoù, petramant g’ur soñj fall a ziàrnezhe. Deverrus eo.

Diverrañ, e gwennedeg : se distraire, drôle, bizarre.
Deverrus vous avez dit deverrus comme c'est deverrus ! ;-)

Ne ouian ket re vat penaos e on-me gwelet get ar stajidi a za ganin, ha plaset fall a-walc’h ’ven aveit reskont ’benn d'ar fin. Me ’gav genin e vez un unanig pennak a za kar int a vourr ag ar mod ma sonan-me, ha neuze e faot dezhe gober kal' pe bihan ar memp mod. Lod arall a oer penaos am meus tremen’ passabl a amzer àr an danvez (ha pas trawalc’h c’hoazh !). Neuze aveite-int e yay an traoù founabloc’h ’n ur donet da man gwelet tre-g’an-hent, e-lec’h klah ’n o-unan-kaer.
Hag e on c’hoazh tost d’un amzer ha ne ouien ket gober, neuze marse emañ aesoc’h din kompren o diaezamantoù.
Soñj am eus ag ur staj am boe gwraet, m'em boe marse àr-dro 25 plez ha bez ’oe passabl a baotred àr-dro 50 vlez pe dost, ha int ma lake diaes, espres-kaer sur ’walc’h, kar a-barzh e «l’ordre des choses», ma faot d’ah, e vehe bet me en devehe bet desket gete ! Mes peb unan e vuhez, ag ar choejoù o devoe-int gwraet, a p’o devoe-int 20 vlez pe nebeutoc’h c’hoazh, ne oent ket ma re-me ! Kal'-a-vern penaos, deit on da benn , neoazh, a ober un dra bennak gete, se ! Ha bez zo memp lod anezhe ha ne lâront ket kreñv penaos emant deit genin d'ober ur staj aveit deskiñ traoù ’zo... “n'houlan ket chifokiñ 'nezhe, mes ne lârin ket o añv !”
Ha sur ’walc’h ivez, benn d'ar fin am meus desket ha kanet get passabl a re gozh (re anavet mat ha re arall ne oant ket tamm ebet !) ag a zo marv bremañ. Neuze, donet da selaou d'ar pezh am eus–me desket gete a zo sur ’walc’h, aveit ar stajidi, un tammig e'l deskiñ g'ar re gozh-sen ivez. Me ’gred atav!

A benn da, geneomp-ni : da benn a
’Deus ket gwall-werso am meus gwraet ur staj aveit tud ha ne ouient ket nitra anezhe, pas memp ar breton, an dra-sen ’oe aveit tañva, ma faot d’ah. Mes int a vez bep sadorn é kroll a-barzh ur fest noz bennak ha neuze ar lod vrasañ anezhe a faote dezhe bout d’an tu rall ag ar vazh (’ouian ket ma vez lâret a mod sen !?) Hag hon eus deverret ! Lod anezhe ne soñjent ket 'nezhe penaos e oe ken diaes-sen derc'hel ar lusk. Ne ouient nitra a ziàr pouez ar yezh : an taol bouezh, penaos e vez a-bouez distilh a-feson, penaos e vez staget ar yezh doh an ton, petra ’vez kontet a-barzh ar sonennoù emañ-int e tañsal àrnezhe...
Ha bremañ, e ouiant muioc’h ha koutant-bras int.
Ha lies-mat e vez kavet tud a zo sonerion dija, mes faot ’ra dezhe gwellaat an dra-mañ hag an dra, pe deskiñ sonennoù ag ur c’hornad arall.
Kal'-a-vern penaos, emañ atav bourrus. ’Vez ket dalbezh aes, diaes a-walc’h memp gwezhavez, kar kanet ’vez dran d’an deiz hag emañ ret din selaou spiz doh ar stajidi, klah penaos lâret an dra-mañ hag an dra, aveit pas o chifal petramant o dihoust mes klah monet pelloc’h neoazh e korf un deiz. Mes ar pezh a gont eo an c’hoant hag ar blijadur (’pezh ’d eo ket fall !). Ma ta da vout un torr-penn nen day ket mui an dud. Dre ar blijadur e vez desket ur bochad traoù, ha ’n ur ober kement-mañ ne vez ket neoazh disprizet an traoù, tamm ebet memp !
pajenn 2 < pajenn 3

Pouez ar c’han dre vras? ’Deus ket ken nameit sellet doc’h rac'h an traoù ’vez kinniget d’an dud g’ar c’han : dizoloiñ ar c’horf dre ar c’han, kan «prénatal», ganiñ ho pugale n’ur soniñ, em santiñ gwell dre ar c’han ha rac'h ! A-viskoazh en deus sonet an dud dre-mañ, neuze derc'hel 'd eo ket ker sot-sen. En amzer a-gent e oe lod kement unan oe ! Hiniv ’deus ket mui er vro kement a dud é soniñ bamdeiz, kar n'o deus ket mui kement-sen a amzer hag ar radio, an tele pe ar CD a son aveite !
Ha perak derc'hel get sonennoù bet savet kantveadoù 'zo? Kar brav int, se! Savet kaer, skrivet brav ! Piv em c’houlenn hiniv an deiz, da berak derc'hel da selaou doh Mozart petramant Bach, pe arsav a lenn La Fontaine pe c’hoazh Shakespeare ?! Pep unan e lod... Bep asortemant em hant !
Me ’gav genin en deus plijet din kaniñ a-viskoazh. Soniñ e breton ’oe klah gober ’stel ar re a gleven (hag am eus komzet a ziàrnezhe dija), a gaven brav ha plijus ar pezh a raent.
A-c’houde ma oen kochon emañ staget ar brezhoneg hag ar c’han doc’h ar blijadur !
P’em tolpe ar familh, int a gomze breton, int a c’hoarzhe, er pardonioù memp tra. Ha p'em gave an dud àr ar marc’had en Alre e larent ur bourd bennak e berton hag e komañsent komz ! Hag e veze gwelet splann a-walc’h penaos a rae vat dezhe ! An dra-sen a oe ur bed a-bezh e-tal din, unan n’anaven ket kement-sen, kani ar re vras. Na deverrus monet da zañsal d’ar sadorn d’an noz betak kreiznoz (pe diwezhatoc’h c’hoazh!) tra ma oe kañsorted ma skol é kousket sur ’walc’h ! Gwelet kement-sen a dud koutant d’em welet, da gomz arsambl ha dañsal ha rac'h!
Me gav geniñ emañ ar blijadur-sen hag en deus ma laket da grogiñ a-barzh aveit mat.

Kalz pe bihan : Tous les goûts sont dans la nature
Bihan : Lâret 'vez a-ziar kement kochon loen a vez : kochon ki, kochon kazh, kochon den...
Ar c’han en deus reit ur spered digoroc’h din, me ’gav genin. Kar g’ar sonenneù e vec’h tost d’ur vuhez ’zo bet, ha ’d eo ket tre ar pezh a viùan-me ar liesañ. Eh on un tammig etre bed ma mamm-gozh ha kani mam bugale e gwirionez ! Sonet am eus get tud hag en devoe betak 4 gwezh ma oad (pe oen 20 vlez !). Gwelet ’vez penaos ’deus ket chañjet an dud kement-sen (memp ma vez lâret ar c'hoñtrel) : boutiñ ur pepon nevez-ganet edan korn an oaled petramant a-barzh ar skornerez a zo tamm pe damm ar memp tra, lakamp! Bloñsadurioù ur vaouez fall-zimiet a zo ar memp re hiniv an deiz ! Ha pa vez komzet a garantez : ar pezh a vez klevet a-barzh er radio lies, ne vez ket james gwall-bell ag ar sonennoù-sen : ar mor, an evned, he daoulagad, he blev melen...
Hag ohpenn kement-sen, g’ur c'hultur pobl ne oc’h ket james gwall-bell a-zoh kultur er ’rall, tud ag ar bed a-bezh. Ne laran ket e ramp-ni rac'h ar memp tra, tamm ebet, pep unan he «spesifisite», mes dre vras ur spered zo a zo tost-mat unan d'an all. Ha gwezhavez memp betak istoer ar sonennoù : ar plac’h dimiet g’un den kalz kozhoc'h aveiti, lakamp, ’vez kavet en ur yoc'h kornbroioù pe memp broioù. ’Meus hi kavet sonet g’ur ganerez ag ar Rajastan e bro India. Bet on bet e darempred get passabl a vuzisianed, sonerion ag ar broioù keltiek mes ivez tziganed ag ar Roumani, ur grollerez ag Indez, kanerion a v/Marseille ha re arall c'hoazh... Laket ’meus da zañsal japaniz, chinaiz, reunioniz, tud ag ar stadoù unanet... Bet on bet e darempred g'ur bochad sonerion a gal' a vern peseurt kornbro ag ar bed er festivalioù, aveit soniñ gete petramant aveit monet da selaou dohte. Techet ’vemp da soñjal emañ ar vuzik elektrik ar liamm etre musikoù ar bed ; emañ da ma soñj kentoc’h ar sonennoù pobl.

Ur blijadur eo aveidon-me ivez koñtiñ istoerioù d’an dud ha lod anezhe ’vez souezhus da glevet ! Lod arall nend int ket gwall-bell ag er pezh a vez klevet hiniv an deiz àr ar bladennmañ-pladenn. Gwir eo ’vez ket komprenet seul taol g’an dud a zo é selaou, mes kal'-a-vern, aveit ar re a gomz galleg e tisplegan un tammig petra a gont a-barzh ar sonenn aveidin, petramant ’gaoz da berak am eus hi choejet. ’Deus ket tu da ouiet rac'h yezhoù ar bed, mes aveit kement-sen ne vez ket dalc'het un den da selaou sonennoù en e yezh hepken ! Ur bam alkent ! Sonennoù brav a vez e kement tachad ’vez ! Me ’gav genin nend eo ur gudenn nameit aveit ar yezhoù «bihan», aveidomp-ni hon-unan memp gwezhavez : « e gwenedeg a oe ha ne meus ket komprenet grik !» pe «alala, ne vez ket komprenet nitra g’ ar gerneviz, int a zebr tout ar gêrioù !»...
Hag aveit an dud ha ne gomzant ket ’nezhe breton, mar a wezh e vez ur gudenn dreist-holl aveit re a Vreizh ! Mes kavet ’vez ar memp re é tañsal àr an «tube de l’été» ha ne vez ket seul gwezh anezhañ e galleg ! Na pell ac'hanasen ! Ar vugale ne rant ket ’nezhe kement-sen a stal ! Mar plij dezhe, int a selaou ha se’ tout ! Ar vugale a zesk breton ’vez koutant da gavouit gerioù a gomprenant-int. Get ar re a gomz, e vez gwezhave deverrus klevet ar pezh o devez komprenet. Pa sonan-me er gêr : “ Plac'hig mar n'oc'h ket dimiet / M'anav un den kostez Gwened / En deus seizh troad a ihuelded / Ha kement arall a zegorded” e kompren ma mab emañ an den-sen ur ramz get seizh troad ! Pe c'hoazh sonenn ar c'hi bombarder : ”s'tu eañ krapet àr an ti-forn get ur vombard en e zaouarn / S'tu eañ komanset 'vombardal / Biskoazh am boe gwelet kement ’rall…” Aze e kred-eañ emañ ar c'hi àr lein ar forn g'ur fusulhenn e tenniñ boletoù ! Gwelet am eus bugale chomet a skleuj é selaou doh Pier Thomas a Blenùer. Ur pepe kozh ag ur c’hantved en o raok, é soniñ en e-unan-kaer!

Mes er liesañ ne vez ket kudenn ebet. Klevet ’vez memp traoù brav lâret g’an dud, penaos musik ar yezh a zo ur live ohpenn, penaos int bet plantet g'ar sonennoù, g'ar vouezh... Ha dre vras an dud, memp ar re a ne rant ket kas anezhe a tout an traoù sen, a zo koutant ma vez dalc’het an hengoun-sen.
’D eo ket aes aveit kal'-a-vern piv ac’hanomp monet a-dreist d’hon a-priori, mes a pe yan er-maez ag ar Frañs, e gwirionez ’vez berped digemeret mat hor musik sonet g’ar beg.
pajenn 3 < pajenn 4
Goulennoù / Respontoù
’D eo ket aes aveit kal'-a-vern piv ac’hanomp monet a-dreist d’hon a-priori, mes a pe yan er-maez ag ar Frañs, e gwirionez ’vez berped digemeret mat hor musik sonet g’ar beg.
NLB 16/07/13
Goulennoù / Respontoù
Me ’gav genin e vez diaesoc'h pas bout komprenet aveit ar re a sav sonennoù nevez. Pezh ne ran ket-me tamm ebet petramant nameit aveit mam bugale, pe aveit kampenn ar sonenn-mañ-sonenn. Mes sevel unan a-bezh a zo un dra ’rall. Ha neoazh klevet ’vez traoù brav ! Klevet ’meus ’deus ket gwall-werso Loeza Beauvir, lakamp, pe sonennoù savet get Nolwenn Korbell, ag a zo brudetoc'h, pe c'hoazh ma c'hañsortez Marthe Vassallo... Aze ne gomzan nameit a-ziàr merc'hied, mes dre zigouezh... Aveite-int emañ kaletoc'h sur ’walc'h, kar ’d eo ket komzoù un arall, o gerioù-int a zo da vout klevet g'ar ’rall !
Me ma–unan, e selaouan doh ur bochad sonerezh a gal'-a-vern peseurt bro, dreistholl, gwir eo, sonerezh g’ar beg ha sonerezh pobl : Pansori a vro Kore (azo tost-mat d’ar gwerzennoù), Maloya a enezenn ar Reunion, musik broioù ar reter (Roumani, Bulgari, Albani...)… Sot on memp g’ar polifoni a zu-hont, petramant ag an Afrique dre vras (hanternoz, kreiz, kreisteiz). Mes me ’vourr ivez ag ar Blues (John Lee Hooker pe c’hoazh kani dastumet get Alan Lomax er prizonioù en USA etre 1930 ha 1960), lakamp, ar sonerezh klasel pe barok (ar pezh a lâr Nathalie Dessay a-ziàr he buhez kanerez), tud ag ar «chanson française» e’l Camille, Souchon, Juliette ha re arall c’hoazh, hag a gont istoerioù a-benn d'ar fin e’ldomp, e korf 3 minutenn (berroc’h eidomp-ni !)
Petramant c’hoazh, begon Aretha Franklin a blij din ivez (a nend eo ket gwall-bell ag an hani hun eus afer aveit lakaat en dud da groll !), La Bolduc ag er Gaspesi, a gomz d'an dud dre he sonennoù, ag a zo bet memp goulennet geti gober «propagande» dre he sonennoù (e'l ma zo bet gwraet genomp-ni ivez, get sonennoù e'l «Sonenn ar lagouterion» aveit añse parat d'an dud a eviñ re). Ha kalz a draoù arall, a-zal ma vez kanet !

Petra ’zay de vout ean hengoun-sen en amzerioù da zonet ? Ar sonennoù a zo deit betak hun amzer-ni ag ur sonour d’un all, ag ur bladenn d’un all, ag un enrolladur d’un all, ag un e-mail d’un all, ag un taol pellgomz d’un all memp gwezhavez ! Tra ma vo unan g’ an c’hoant soniñ, e vo ag ar sonennoù-mañ ha 'd eo ket deomp-ni lakaat ur vevenn etre ar pezh a zo bet hag ar pezh a vo. Deomp-ni deskiñ an disterañ tra a ouiamp d’ar rummad da zonet, ha pas tamall hemp sekour gober gwell ! A-viskoazh emañ bet a mod-sen, ne sonamp ket hiniv e'l ma veze gwraet 50 vlez zo, ha ne veze ket gwraet 50 vlez zo e'l 100 vlez 'zo. Ag ur c'haner d'un all eh eus bet a-zalc'hmat diforc'hioù, revez e bersonelezh, e imoer, ar pezh en devoe -eañ pe -hi bevet... Gwir eo en deus chañjet ur bochad an endro : ar yezh pemdez etre an dud ’d eo ket mui ar brezhoneg, hor buhez-ni nend eo ket kani hon dud-kozh, mes re neubeut e omp aveit em chikanal aveit gouiet get piv emañ ar «wirionez».
Me ’gav genin emañ aesoc’h an traoù, d’un tu, aveit ar re yaouank hiniv. ’Deus ket gwall-werso em eus kaset komzoù hag un enrolladur, dre an internet ,d’ur plac’h ha n’anaven ket, kar faote dezhi soniñ «unnek gwezh ’oen dimiet ha unnek gwezh intañv oen bet ». E lec’h mont da welet an dud (ha c'hoazh pas re bell a-zoh ar gêr!) e vez tu hiniv chom azezet doh az vurev, hag e tay ar sonennoù a benn d'ah a gal'-a-vern peseurt kornbro. Neuze e vez moian desket muioc’h. Hag an hani a faot dezhañ monet pelloc’h a gavo atav dielloù hag alioù, peurchañs, dre gras ar pezh labour ’zo bet gwraet g'ur bochad tud en hor raok, re ha 'n deus savet sonennoù, re ha 'n deus o sonet, re ha 'n deus o dastumet ha memp re a blije, hag a blij c'hoazh, dezhe selaou dohte !